Kenskoazell gant Ukrainiz: izili eus Hirwazh-Ukraina zo bet 'ba Lviv
1194 devezh a vrezel kaset gant Russia ouzh Ukraina. Evit poent ‘neus bet kavet diskoulm ebet evit lakaat ur fin d’ar bec’h 'zo ‘ba reter Europa. Kenderc’hel ‘ra tud Europa ar C’hornog da daremprediñ gant Ukrainiz evit skoazell anezho.
‘Ba Brest 'zo ur gevredigezh anvet Hirwazh-Ukraina a dastum boued, louzeier ha kement tra a c’hallont kas da Ukraina. Nevez 'zo eo aet Greg Mogn asambles gant Kris Galès da Lviv, 'zo tost eus an harz etre Polonia hag Ukraina. Un tamm sell gantañ war e veaj dengar. Emañ gant Erwan Blanchard.